Glenmor an distro  
Nous contacter  

Glenmor  
Discographie  
Bibliographie  
Partitions  
Autres écrits  
Vidéos  

Kan bale an ARB  

Semaine Glenmor  
Autour de Glenmor  
Liens  

Hommage à Morvan Lebesque

Hiraezh
Extrait musical (format mp3) 

Ho taoulagad don ken du hag an noz
a ren ma c'halon gant nerzh an huñvre
chomet ez on faezh hep dalc'h na mennoz
pell diouzh ho selloù ha tost d'ho ene

A-dreuz ho lagad 'barr 'vel 'dreuz dour glizh
glander ha splannder ha luc'h hiraezhus
siwazh n'edon mui dindan o c'hoantiz
selloù flour ma dous sell karantezus

Ne glevin ket mui d'an abardaezh noz
kanaouennoù gwerc'h ma muiañ karet
pell a chomin c'hoazh aze d'he c'hortoz
ledet war ar roz enkrez em spered
avel flour an hañv na zigaso ken
na ton nag heson na kan melkonius
he muzelloù tomm biken ne vint din
skeudenn vistr ma dous kàer karantezus.

Glenmor par Alain Le Nost
Glenmor par Alain Le Nost
Couverture de "La voix du clan Glenmor"



<< Retour à l'album « Hommage à Morvan Lebesque »