Glenmor an distro  
Nous contacter  

Glenmor  
Discographie  
Bibliographie  
Partitions  
Autres écrits  
Vidéos  

Kan bale an ARB  

Semaine Glenmor  
Autour de Glenmor  
Liens  

Princes entendez bien

Kan bale an A.R.B.

Pœnt eo stagañ Bretoned
gant stourm meur ar vro
pœnt eo skubañ an oaled
kempenn an ero
un deiz e vo sklaer an amzer
war henchoù don ar brezel kuzh
un deiz e vo loc'hus ha taer
distro Arzhur war ur marc'h ruzh
pœnt eo stagañ Bretoned
gant stourm meur ar vro.

Dinec'h ha krenn, Bretoned
'vo tenn ar stourmer
en noz 'tarzho kastellioù
gweleoù ar gwasker
na kriz e vo heol an argad
d'ar vourc'hizien ha d'an treitour
na kaer e vo luc'h an tantad
da galon Breizh, d'he argadour
en noz 'tarzho kestellioù
gweleoù ar gwasker
dinec'h ha krenn, Bretonned
'vo tenn ar stourmer
Ret 'vo dastum, Bretoned
toc'had ar brezel
eost du ar re 'vo daonet
eo trec'h Breizh-Izel
bugaligoù ha tud kalet
a raio bec'h da chaseal
da vountañ 'maez ar C'hallaoued
da reizhañ hent, da vout feal
eost du ar re 'vo daonet
eo trec'h Breizh-Izel
ret 'vo dastum, Bretoned
toc'had ar brezel

An deiz a zo ker kuzhet
war hent an distro
fenoz e vo kutuilhet
enor ar rannvro
kerkent dihun, kerkent dispak
ha bec'h da loch an enebour
n'eus forzh penaos, n'eus forzh perak
e redo nerzh 'vel red an dour
fenoz e vo kutuilhet
enor ar rannvro
an deiz a zo ker kuzhet
war hent an distro

Glenmor par Alain Le Nost
Glenmor par Alain Le Nost



<< Retour à l'album « Princes entendez bien »