Glenmor an distro  
Nous contacter  

Glenmor  
Discographie  
Bibliographie  
Partitions  
Autres écrits  
Vidéos  

Kan bale an ARB  

Semaine Glenmor  
Autour de Glenmor  
Liens  

Ouvrez les portes de la nuit

War hent ker Dundee

Un deiz 'hed un hent koz
war menezioù Bro-Skos
dindan ur gwall amzer
amzer un abardeiz
'm oa kejet da lavar mat
gant perlez dous ar roz
o hont eveldon-me
war hent ker Dundee

Lavaret din ma dous
hag-eñ eo hir an hent
re hir e vo goude
pa ne vit ken ganin
gwelloc'h eo dimp neuze
daleal war menez
pe tremen hep dale
e kreiz ker Dundee

kouezhet a oa noz du
pa oamp ni erruet
e straedoù gleb ar ger
e lec'h ma oa he zi
kuitaet en deus c'hanon
hep lavar ger din me
o lezel va-unan
e kreiz ker Dundee

Biken ne zisonjin
he vleo hir ha melen
he lagad tanet glas
e-skeud an abardeiz
biken ne zisonjin
he vousc'hoarzh dianken
e keit e kerzemp ni
war hent ker Dundee

Glenmor par Alain Marouani
Glenmor par Alain Marouani
in «La voix du clan Glenmor» - André-Georges HAMON



<< Retour à l'album « Ouvrez les portes de la nuit »