Glenmor an distro  
Nous contacter  

Glenmor  
Discographie  
Bibliographie  
Partitions  
Autres écrits  
Vidéos  

Kan bale an ARB  

Semaine Glenmor  
Autour de Glenmor  
Liens  

La coupe et la mémoire

Serr-Noz
Extrait musical (format mp3) 

Ur vorenn vor a blak ar roz,
war 'l leton e tispak an noz.
ar glizh a c'hleb ar prad,
ar menez zo ruz-gwad.

er saonenn don a-hed ar wazh,
ar fleurenn dour a bleg he fenn,
'vit he diskuizh betek warc'hoazh,
war ar geot gleb 'kousk ar melc'hwed.

Ha tec'het eo trubuilh an deiz,
d'an distro 'ranno mik d'hennezh
da yud ar menez kozh
nemet ur gaouenn noz.

Pep tra war-dro 'vit an dihan
zo tavet dindan bolz an oabl,
zoken ar mor, an dour donañ,
zo sioul fenoz, sioul ha plaen.

Dirak e di al labourer
a vutun c'hoazh 'tal e gomper.
kousket eo ar bugel
dorn serret er c'havell,
'vit e virout betek warc'hoazh,
pep hini 'raio ur bedenn.
diaouled an noz, pe ruz pe c'hlas,
'chomo sanket en o gwagenn.

Glenmor par Alain Le Nost
Glenmor par Alain Le Nost



<< Retour à l'album « La coupe et la mémoire »