Glenmor an distro  
Nous contacter  

Glenmor  
Discographie  
Bibliographie  
Partitions  
Autres écrits  
Vidéos  

Kan bale an ARB  

Semaine Glenmor  
Autour de Glenmor  
Liens  

La coupe et la mémoire

Pa vin maro

Pa vin maro, c'hwi a zeuio, ma mignoned
d'ar sul, d'an abardaez, goude ar gousperoù
tost d'an iliz vihan, e kornig ar vered,
war ma bez, ken dister, e-touez an holl vezioù.

C'hwi a zegaso din bleunioù koant ar menez,
lann melen, brugoù glas, hag ar balan dispar,
ha da skeudenn buhez peurbadus va ene,
e lakfet en o zouez ur bodig uhelvarr.

C'hwi a lavaro din ha barzhed 'zo dalc'hmat
o kanañ ar frankiz, an tan sakr en o c'hreiz,
c'hwi a lavaro din (ô pebezh keloù mat !)
ha trec'het eo, d'ar fin, ar Gall enebour Breizh.

Neuze, mignoned ker e trido ma c'halon
e goueled ar bez du, dreist plankenn an arched,
ha, 'keit ma vo douget a-dreuz d'an neñvoù don,
gant eur barr-levenez e trido ma spered.

Ronan de Kermene
1913

Glenmor par Yves Quentel
Glenmor par Yves Quentel
in «La voix du clan Glenmor» - André-Georges HAMON



<< Retour à l'album « La coupe et la mémoire »