Glenmor an distro  
Nous contacter  

Glenmor  
Discographie  
Bibliographie  
Partitions  
Autres écrits  
Vidéos  

Kan bale an ARB  

Semaine Glenmor  
Autour de Glenmor  
Liens  

La fleur, le fruit

Ha bec'h ha bec'h

Gwelloc'h tudoù kemer an avel
ha sturiañ mat listri an noz
kaeroc'h tudoù chom sonn ha sevel
chom reut dirak dorn ar mallozh

Ha bec'h ha bec'h ha bec'h d'ar chadenn
ha tud da glemm ha tud da yud
ha bec'h ha bec'h ha bec'h d'hor awen
fallañ falloc'h eo chomañ mut

Gwelloc'h tudoù faoutañ an derv
ha meskañ mat gwall skorn ha tan
splannoc'h tudoù chom noazh en erv
chom reut dindan taol-bazh ar boan

Ha hir ha hir ha hir an hañvezh
dindan un heol o eurañ gliz
ha hir ha hir ha hir noz devezh
ar paour-kaezh den o klaskañ biz

Ma chomit gwak dindan ar peulvan
eo koulz d'an heol puluff an ed
ribot an diaoul kounnar an dogan
a valo piz gwinizh ar bed

Ha dalc'h ha dalc'h ha dalc'h en hañvezh
gwell eo hadañ segal ar vro
ha dalc'h ha dalc'h ha dalc'h war evezh
ma n'out ket framm den all ne vo

Glenmor par Caouissin
Glenmor par Caouissin
in "Xavier Grall, chansons d'aujourd'hui"
Pendant la fête nationale bretonne



<< Retour à l'album « La fleur, le fruit »