Glenmor an distro  
Nous contacter  

Glenmor  
Discographie  
Bibliographie  
Partitions  
Autres écrits  
Vidéos  

Kan bale an ARB  

Semaine Glenmor  
Autour de Glenmor  
Liens  

Dix ans déjà...

E dibenn miz Gwengolo

Er bloavezh c'hwezek ha tri-ugent
e dibenn Miz Gwengolo
eo bet milliget paour ha perc'henn
war menezioù Dineol
klevit baleerien-vro

Marv eo tan ruz an oaledoù
e dibenn Miz Gwengolo
na du eo roudoù deiz an Ankou
war menezioù Dineol
tavit rederien-vro

Nag izel eo an duadennoù
e dibenn miz Gwengolo
pep hini 'hado druz e zaeroù
war menezioù Dineol
gouelit rederien-vro

Ken hudur eo diskan an tremier
e dibenn Miz Gwengolo
didoc'het gwinizh ar gwir stourmer
war menezioù Dineol
gouelit rederien-vro
Didruez eo tarzh gwall an nozioù
e dibenn Miz Gwengolo
ha bleiz, ha ki, ha den a yudo
war menezioù Dineol
yudit rederien-vro

Piv a zougo kañv bras hor banniel
e holl vizioù Gwengolo
ha dalc'hit soñj mibien eus Yann-Kel
den marv evit e vro
devit, devit eñvorennoù

Photo Geneviève Vanhaecke
Photo Geneviève Vanhaecke
à Mellionnec, en compagnie de Léo Ferré et de sa femme Katell



<< Retour à l'album « Dix ans déjà... »